Anken
stefan @ 17:12
Sed aze ur strollad ha na'm eus klevet anv anezhañ nemet hirie. Koulskoude ez eus pell edon o c'hortoz ur strollad metal e brezhoneg. Ne c'hallan nemet hoc'h aliañ da astenn ho skouarn betek o lec'h.
Awenet int gant ur bern strolladoù en o zouez, Rammstein hag a blij kalz din ivez. Dipitet on pa ne weler anv ebet eus Anken neblec'h goude ma klever Iwan B. Brav eo klevet traoù nevez e brezhoneg met n'on ket tomm ouzh seurt sonerezh.
Hervez komzoù unan eus ar strollad ne vefe ket bet dedennet an embannerien e Breizh dre ma'z eo re rock. N'ouzon ket ha sot int pe betra. Dipitus eo bepred gouzout n'eus embanner ebet e Breizh hag a vefe prest da skoazellañ tud barrek evelte.
Hag evit ober meneg eus Malmanche: Ankou o doug, Anken o ren...
Tikedennoù: anken rock metal brezhoneg
digg it |
del.icio.us


N'eus notenn ebet »
Leuskel un notenn